Yvon Bourlès
yvonbourles.bsky.social
Yvon Bourlès
@yvonbourles.bsky.social
Ar gwagennoù a c’hell tremen dre daou faout war un dro.
Ar partikulennoù ne c’hellont tremen nemet dre unan.
Met, ma vez ar gouloù gwagennoù ha partikulennoù war un dro, petra a c’hoarvez pa erru dirak daou faout ?

#brezhoneg #bzhg #fizik #skiantoù

youtu.be/eF-cOoeLq5c
Fizik kwantek 2 : kendalc'homp gant an interferañsoù / Physique quantique 2 (brezhoneg)
YouTube video by Yvon Bourlès (le youtubeurre salé)
youtu.be
February 14, 2026 at 11:30 AM
Saourusoc’h e vez ar bara pa vez prenet e #brezhoneg !
#bzhg #Breizh #bzh #SantKadou
January 31, 2026 at 7:08 AM
Amañ em eus komprenet petra a dalvez «lonkañ avel »… 💨
#brezhoneg #bzhg #Breizh #bzh #PennArBed #MenezMikeal
January 31, 2026 at 6:59 AM
Plougastell-Daoulaz : ar c’halvar hag an iliz
Ur video e brezhoneg, istitlet e brezhoneg hag e galleg

#brezhoneg #bzhg #Breizh #bzh

youtu.be/Qz8WMaqylBY?...
Plougastell-Daoulaz : ar c'halvar hag an iliz / le calvaire et l'église (e brezhoneg)
YouTube video by Yvon Bourlès (le youtubeurre salé)
youtu.be
January 25, 2026 at 2:32 PM
Reposted by Yvon Bourlès
⚡️Taol Kurun 2026 ⚡️

Dimanche & Mardi 25-27 / 01

Stage de danse avec @yvonbourles.bsky.social

Et pour la Culture bretonne, Ciné-Débat (en fr) sur l'avènement de Dastum et une conférence (en fr) sur cette culture en tps de crises avec J.M. Le Boulanger

#taolkurun2026 #bretagne #culture #breizh #bzh
January 22, 2026 at 7:32 PM
Un nebeud skeudennoù eus ar strollad kaozeadennoù « Boest ar Brezhoneg » hag eus ar weladenn heñchet e brezhoneg kaset ganin en Egorenn ar Skiantoù diwar-benn ar c’hrenoù-douar. Trugarez da skipailh « An Taol Lagad » !

#brezhoneg #bzhg #Roazhon

youtu.be/DYYl_dBjHEg?...
Se rencontrer à Rennes pour parler breton. Votre édition An Taol Lagad du jeudi 15 janvier
YouTube video by France 3 Bretagne
youtu.be
January 15, 2026 at 8:37 PM
Ur staj dañs indian e #brezhoneg a vo e #Kemperle d’ar 25 a viz Genver (da-geñver ar festival Taol ha Kurun).
Digor d’an holl. Enskrivadur dre ret.

#bzhg #Breizh #bharatanatyam

openagenda.com/fr/ti-ar-vro...
January 11, 2026 at 12:22 PM
E vlev gwenn en deus Glenmor en-dro !
(an Tabor, Roazhon)
#brezhoneg #bzhg
January 6, 2026 at 7:13 AM
Gra da zañvad hag e vi touzet

#brezhoneg #bzhg
December 29, 2025 at 7:48 AM
Un interamant e bro Gerne zo fentusoc'h eget un eured e bro Leon…

(an dilhad zo graet "peupre" gant ChatGPT)
#brezhoneg #bzhg
December 27, 2025 at 4:03 PM
Emañ ar yar wenn o tispluañ
(= erc’h a ra)
#brezhoneg #bzhg
December 26, 2025 at 7:50 AM
Ar c’hrenoù-douar e Breizh, er bed… ha war ar planedennoù all !

(Diskouezadeg « Pa gren an Douar » en Egorenn ar Skiantoù)
Trugarez da Lena Louarn evit ar foto.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #Roazhon
December 21, 2025 at 9:40 AM
Goude an taol morzhol, dielfennomp asambles enroladenn ar gwagennoù

(Diskouezadeg « Pa gren an Douar » en Egorenn ar Skiantoù)
Trugarez da Lena Louarn evit ar foto.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #Roazhon
December 21, 2025 at 9:29 AM
Un taol morzhol evit ar skiant 🔨
Vat a ra brezhonegerien ha skiantourien yaouank !

(Diskouezadeg « Pa gren an Douar » en Egorenn ar Skiantoù)
Trugarez da Lena Louarn evit ar foto.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #Roazhon
December 21, 2025 at 9:12 AM
An danvez hanterour dindan selloù an hini a-vicher 😉
Trugarez Paskal Nignol evit da fiziañs…

(Diskouezadeg « Pa gren an Douar » en Egorenn ar Skiantoù)
Trugarez da Lena Louarn evit ar foto.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #Roazhon
December 21, 2025 at 8:59 AM
Dilec’hiadur ar c’henvandirioù e brezhoneg.

(Diskouezadeg « Pa gren an Douar » en Egorenn ar Skiantoù)
Trugarez da Lena Louarn evit ar foto.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #Roazhon
December 21, 2025 at 8:38 AM
Tektonik ar plakennoù displeget e brezhoneg.

(Diskouezadeg « Pa gren an Douar » en Egorenn ar Skiantoù)
Trugarez da Lena Louarn evit ar foto.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #Roazhon
December 21, 2025 at 8:25 AM
Studiomp e brezhoneg framm diabarzh hor planedenn evit kompren perak e vez krenoù-douar.

(Diskouezadeg « Pa gren an Douar » en Egorenn ar Skiantoù)
Trugarez da Lena Louarn evit ar foto.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #Roazhon
December 21, 2025 at 8:16 AM
Perak eo ken tomm diabazh an Douar ?

Penn-kentañ gweladenn an diskouezadeg « Pa gren an Douar » en Egorenn ar Skiantoù… e brezhoneg penn-da-benn !

Trugarez da Lena Louarn evit ar foto.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #Roazhon
December 21, 2025 at 8:03 AM
N’on ket ur pabor, met memestra emaon o paouez lazhañ un tigr gant ma daouarn hag em em wiskañ gant e groc’hen 💪

(foto Carole Bertaux, arvest Mira-Baï, danses de l'Inde miz Even 2025)
#brezhoneg #bzhg #bharatanatyam
December 9, 2025 at 5:07 PM
Pep hini e zoare da skeiñ war e daboulin. Setu penaos e ran… 
(foto © Carole Bertaux, miz Even 2025)
#brezhoneg #bzhg #bharatanatyam
December 6, 2025 at 3:37 PM
Brezhonegerien ger, na grenit ket gant an aon : deuit da weladenniñ an diskouezadeg e #brezhoneg. Plijadur a vo !

#Roazhon #bzhg
December 4, 2025 at 5:57 PM
Kollet on… en nevez-diskar-amzer pe en diskar-nevez-amzer emaomp ?

#brezhoneg #bzhg
December 1, 2025 at 7:41 AM
Setu ar video kentañ diwar-benn ar fizik kwantek : Klaskomp kompren (pe chom hep kompres) natur ar gouloù…
Ur video e brezhoneg, istitlet e brezhoneg hag e galleg.

#brezhoneg #bzhg #skiantoù #fizik

youtu.be/gEhrHJufw3c
Fizik kwantek 1 : an daouelezh gwagenn-rannig / dualité onde-corpuscule (e brezhoneg)
YouTube video by Yvon Bourlès (le youtubeurre salé)
youtu.be
November 27, 2025 at 7:04 AM
Emañ an nevez-amzer o tont ? Pe disuj eo ar bokedoù-laezh e #SantKadou ?
#Breizh #bzh #bzhg #brezhoneg
November 15, 2025 at 5:05 PM